DOTTY
Labour Dotty a zo evel un ode d'ar vuhez. Evel ur fad e laka an traoù diaes da vezañ gwelet hag e ro anezhañ d'ar weladenner souezhet.
N'eo ket he arem kizelladurioù eeun met oberennoù o fiñval bepred hag a ranker sellet outo eus pep tu evit priziañ o blizidigezh hag o soutilded.
Tresañ un nebeud pazioù gant he dañserez seizennet, treiñ etre laboused livus he gwezenn vuhez, lezel ac'hanoc'h da vezañ kaset kuit gant an olifant evel ar kornak azezet war e gein, pep hini en deus e veaj dezhañ e-unan. Abaoe he vugaleaj eo gwriziennet Dotty er materi.
Dedennet gant an torosennadur Camille Claudel, gant nerzh kizelladurioù Michelangelo ha nevez zo gant oberennoù monumental peoc'hus Jaume Plensa, Dotty a zo e gwirionez eus lignez ar c'hizellerien-se o labourat war an dafar gant youl ha startijenn.
He empenn o rollvirviñ gant mennozhioù, Dotty a gemer notennoù e kaieroù bihan met n'eo laouen nemet pas vez dirak gwirvoud ar c'hrouadenn en he stal-labour. Hervez an hengoun e labour gant he daou zorn ar pri pe ar c'herc'h a dreuzfurm en arem pe e keramik.
Met plijout a ra da Dotty souezhañ ac'hanomp hag implijout a ra ivez dafar nevezus evel neudennoù karbon he bruched "Second Skin". A-benn ar fin, n'eus forzh peseurt danvez, e implij Dotty al loen pe ar c'horf denel evit kas he c'hemennadenn.
Hol lec'h hag ar pezh a ya d'ober hon identelezh eo neudenn ruz he oberenn. Evel-se e ped ar weladenner da gas da benn e entrospektadur e-unan evit kavout ar pezh a laka douar e liorzh kuzh da greskiñ.
A galon vat
Mari Yvenat